Accueil / Degemer / À la Une / Jeremy Corbyn a souten bepred Iwerzhon unanet

Jeremy Corbyn a souten bepred Iwerzhon unanet

corbyn_952720c

Gerry Adams ha Jeremy Corbyn er bloavezhioù 1980.

Penn al Labour en deus adlâret e souten evit ma vefe unanet Iwerzhon, e penn kentañ e brezegenn e-pad bodadenn vloaziek e strollad e Brighton.

Dec’h e oa bet pedet d’un abadenn skinwel vrudet war ar BBC, Andrew Marr Show. Hervez an arbennigourien en doa mestroniet mat e emell e-pad an abadenn, o talañ ouzh pep burutelladenn en un doare aes ha didorr. Ha kendalc’het da ziskouez e souten da Iwerzhon unanet.

Tamallet e oa bet dezhañ er bloavezhioù 1980 e souten evit an IRA, ar pezh en deus dislâret atav. Degaset en doa stourmerien eus an IRA e Kambr ar C’humunioù, ar pezh en doa peget brud fall outañ d’ar mare-se. Displeget en deus e-kerzh an abadenn e oant prizonidi gozh hag o doa echuet gant o c’hastizoù hag e oant prest da zivizout evit kavout un diskoulm politikel d’ar brezel. Diskleriet en deus Jeremy Corbyn e oa bet a-viskoazh a-enep ar feulster ha n’eus nemet gant ar peoc’h e c’haller mont war-raok. Ha soñjal a ra dezhañ ez eer war-raok dibaoe emglevioù ar peoc’h.

E-pad e goulzad kabaliñ evit bezañ e penn ar strollad en doa embannet zoken e vefe bet par ar strollad spontourien IRA hag an arme vreizhveuriat e-pad ar brezel a-fed krizded. Anat eo ez eo tost Jeremy Corbyn ouzh mennozhioù ar republikaned en Iwerzhon. Dec’h en doa lâret e oa da bobl Iwerzhon (an enezenn a-bezh) da zivizout evit he dazont. Hervezañ ez eus «ur seurt poell memestra o soñjal n’eus nemet un enez a Iwerzhon».

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
3f12c1199b054362d742489f92cf9c3e(((((((