Accueil / Degemer / À la Une / Reuz-spontus e Norzh-Iwerzhon

Reuz-spontus e Norzh-Iwerzhon

Peter Robinson

Ar Maodiern Kentañ Peter Robinson, unanour, en deus roet e zilez.

Abaoe m’eo bet sinet Emglevioù ar Peoc’h e 1998 ne oa ket bet kement a reuz er vro. Ar Maodiern Kentañ, Peter Robinson, unanour, en deus roet e zilez abalamour d’ur muntr a vije bet graet gant an IRA. Diskuliañ a ra al lealourien ar fed ne vije ket bet divodet penn-da-benn an IRA, ar pezh a oa perzh eus Emglev Gwener ar Groaz. David Cameron a zo ankeniet gant ar saviad enkrezus a sav en-dro e Norzh-Iwerzhon.

D’an 13 a viz Eost e oa bet lazhet ur stourmer kozh eus an IRA, Kevin MacGuigan. An doare m’eo bet graet ar muntr a sach ar polis war-zu an IRA rak heñvel a-walc’h ouzh muntroù kastiz an arme guzh e vefe. Hervez penn ar polis er vro ne vefe ket bet dilezet an armoù gant ul lodenn vras eus an aozadur en doa embannet koulskoude e 2005 e choment a-sav gant ar stourm feuls. Hervezañ c’hoazh e vefe liammet o oberoù ouzh an torfediñ e-lec’h ar sponterezh e-giz gwechall. Met nac’het e vez gant ar Sinn Fein e vefe bev c’hoazh an IRA.

Kement-se en deus lakaet an unanourien da fuloriñ. Tamallet e vez ouzh ar Sinn Fein ar fed e kuzhont ez eo bev c’hoazh ar strollad kuzh hag embann a reont ez eo en arvar ar peoc’h e Norzh-Iwerzhon. Dreist-holl goude bezañ gwelet e oa bet harzet prezidant ar Sinn Fein e Norzh-Iwerzhon, Bobby Storey. Neuze Peter Robinson, ar Maodiern Kentañ, en doa goulennet e vefe paouezet labourioù ar Parlamant gant ar Parlamant pe gant Londrez. N’en deus ket bet nag unan nag egile. Ar Parlamant n’en deus ket votet a-du e c’houlenn ha Londrez zo a-enep ar mennozh-se. Neuze en deus roet e zilez ha tud e strollad (DUP, Democratic Union Party) er gouarnamant o deus graet kemend-all war-bouez unan evit kemer e blas.

Petra a c’hoarvezo goude ? Sañset e vefe dilennadegoù nevez o vezañ ez eo aet kuit ul lodenn vras eus ar gouarnamant. An dra-se a sinifife e vefe Londrez e penn ar jeu e Norzh-Iwerzhon hag amañ emañ an dalc’h. Rak n’eo ket prest an DUP da leuskel Londrez da zivizout evite o-unan. Abalamour da se ez eo chomet maodiernez an arc’hantaouiñ, Arlene Foster, evit erlec’hiañ Peter Robinson e-pad ur prantad. An DUP en deus diskleriet e ranke chom e-barzh ar gouarnamant evit «bezañ sur ne vefe ket kemeret divizoù da geñver an arc’hant pe traoù all gant ar vroadelourien hag ar republikaned hag a c’hallfe noazout da Norzh-Iwerzhon».

Gouarnamant Londrez en deus goulennet gant an holl sioulaat ar jeu ha chom unanet evit gallet kendivizout. Moarvat e vo savet un aotrouniezh dizalc’h e karg eus gwiriekaat ma vez dilezet e gwir pe get an armoù gant ar strolladoù damsoudardel. Ar pezh a zo sur eo ne glask ket an DUP sioulaat an darempredoù etre an div gumuniezh hag a glask abaoe ugent vloaz skoulmañ darempredoù mat hag a beoc’h. Bresk eo an traoù eno c’hoazh hag ar feulster a c’hallfe distreiñ buan a-walc’h ma vefe distabil an aotrouniezhoù er vro, ar pezh ez eo er mare-mañ.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
afe15f764c15d4f293e7a83a62fcffa0ooooooo