Accueil / Degemer / À la Une / Ur voestad evit an diaspora vreizhat

Ur voestad evit an diaspora vreizhat

11012888_1605196799760622_5010143985356756563_n

Bet oc’h o chom en estrenvro ? Emaoc’h marteze er mare-mañ ? Ha pet gwech ho peus soñjet e vanke deoc’h blaz ar vro ? Sed aze un diskoulm bet krouet gant daou baotr eus ar vro: Penn ar Box. Ur voestad gant lipouzerezhioù eus ar vro. Displegomp un tammig muioc’h petra eo.

Eus ar c’hiz eo tout ar boestoù a gaver bremañ. Met ne oa ket savet unan c’hoazh gant boued eus Breizh. Bep miz e c’hallo Bretoned ar bed a-bezh resev ur voestad gant produioù breizhat hag a-galite, bet dibabet en a-raok gant skipailh Penn ar Box. Ur garta resis a zo bet savet evit dibab ar produioù.

Kroget int abaoe ur pennadig gant ur c’houlzad crowfunding evit sevel o raktres. Tizhet eo bet ar pal dija met gallout a reer reiñ gwenneien c’hoazh evit raktresoù nevez. An arc’hant a servijo da skouer evit ar c’hehentiñ, prenañ ar produioù kentañ, sevel ar boestoù gant un dizagn ispisial, o labourat e vezont war an dra-se hag ivez evit arc’hantaouiñ un dro Breizh evit klask ur produ a-feson dibaot.

Div voestad a vo kinniget evit kregiñ. Ar Plij Box, boestad ar blijadur, pemp pe c’hwec’h produ souezhus nevez bep miz. Hag ar Buhez Box, boestad ar vuhez, gant dek produ bep miz, graet kentoc’h evit an diaspora gant produioù diazez buhez pep «Breton mat». E-barzh pep boestad e vo kavet ivez ur gelaouenn anvet Ar Gazetenn, ur gelaouenn a ugent pajennad diwar-benn an artizaned (o istor, o froduioù,…) hag un nebeud rekipeoù, deoc’h da lakaat e pleustr gant ar produioù bet kaset.

Daou baotr a zo e penn ar skipailh-mañ: Loïz Fily ha Julien Kersalé. Stummet int bet e-pad daou vloaz er Brest Business School. C’hoant o deus da zougen bri d’o rannvro ha d’ar produioù a vez fardet amañ. Un doare da sikour armerzh ar vro hag an artizaned. Goude ar buzz bet savet gant ar vreserezh D’istribilh e kendalc’h d’ober berzh produioù ar vro, hag e brezhoneg ma plij ! Ha m’ho peus c’hoant da skoazell anezhe e c’hallit o klikañ war al liamm-mañ.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.