Accueil / Degemer / À la Une / Gouel kan ar vartoloded: berzh adarre !

Gouel kan ar vartoloded: berzh adarre !

festival-du-chant-de-marin-paimpol-2015-bd-article-585-x-390_0

An dibenn-sizhun diwezhañ e oa bet dalc’het evit an daouzekvet gwech ar festival-mañ e Pempoull, war ar porzh. Hag hervez an aozerien e vefe tizhet ar rekord, en tu all da 155 000 a dud, da wiriekaat er sizhun-mañ. Distro war unan eus festivalioù brudetañ Breizh.

Bep daou vloaz e vez aozet ar festival-se e kêr an Islandiz. Ha berzh ur wech ouzhpenn ! Laouen an dud hag an aozerien. War-dro 200 bag da arvestiñ, ouzhpenn 2 000 a sonerien hag a ganerien, sonadegoù e pep lec’h war bemp leurenn, er straedoù hag en tavarnioù. Hag a bep seurt zo bet klevet. Kanaouennoù martoloded evel-just, sonerezh hengounel eus Breizh hag eus ar bed hag ivez strolladoù n’int ket dre ret e tem ar festival met ar pezh a ro tro d’an dud da selaou tonioù disheñvel ha gwelet tud vrudet. Ha n’eus ket bet kerseenn ebet gant ar sonadegoù. Denez Prigent evel-just hag en deus graet ur show a-feson, Barba Loutig da skouer, ur strollad fest-noz gant peder flac’h hag a zo plijus-tre da glevet, pe c’hoazh Les Goristes evit Breizh o deus roet kalz a blijadur. Met ar re eus an diavaez ivez: Hugues Aufray, Youssou N’Dour, Luz Casal, The Broken Circle Breakdown Bluegrass Band, I Muvrini hag o deus kanet «Tri Martolod» hag ur bern reoù all.

Plas ar brezhoneg a zo da venegiñ rak eno e vez roet ur gwir blas dezhañ. Panelloù heñchañ divyezhek war al lec’h, ouzh ar standoù ivez hag a-wechoù e brezhoneg nemetken. Ar c’hemennadennoù a vez graet e brezhoneg da gentañ ha goude e galleg hag e saozneg. Tamm-ha-tamm e vez muioc’h a vrezhoneg e festivalioù Breizh-Izel met ret eo lâret, ma vez keñveriet gant hini An Oriant, n’eus ket bet fazi ebet e Pempoull, e porzh ar Gelted ne lârer ket.

Hag evit ma tremenfe mat ar festival evit an arvesterien ez eus bet bodet ar bloaz-mañ 1800 a dud a youl vat. Perzh ar festival ez eo ivez goulenn gant kevredigezhioù ar c’horn-bro da gemer perzh. Un dra vat evit buhez kevredigezhel ha sevenadurel ar gêr hag an trowardroioù. Ha kavet e vez kalzik a izili eus an UDB, en o zouez evel-just prezidant ar festival, Pierre Morvan, hag a ra kement evit ar festival. Emgav a-benn daou vloaz neuze etre an 11 hag an 13 a viz Eost 2017 evit ur gouel eus ar re blijusañ.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
dffc1ff61ac365a9d6d72d53d520ebbc999999999999999999999