Accueil / Degemer / À la Une / Echu eo gant an OGM e Bro Skos !

Echu eo gant an OGM e Bro Skos !

Scotland_Farm_-_geograph.org.uk_-_1043627

Bro Skos he deus divizet berzañ gounidigezh an OGK (organegoù genoù kemmet) war he ziriad. Gallet o deus kemer an diviz-mañ a-drugarez d’an Devolution hag a ro tro dezhe d’ober war-dro al labour-douar.

E miz Ebrel diwezhañ e oa bet embannet gant Unvaniezh Europa ur sturiad hag a vo lakaet e pleustr gant gouarnamant Holyrood. Ar sturiad-se a aotre forzh peseurt bro eus an Unvaniezh da verzañ an OGK abalamour da abegoù armerzhel, pe politikerezh al labour-douar pe terkadur an tiriad. Hag an dra-se memes ma eo bet aotreet an OGK el live europat. A-raok ne oa nemet an abegoù tro-dro d’an endro hag ar yec’hed a oa kemeret e kont gant Brusel.

Gouarnamant Breizh-Veur a zo a-du gant gounidigezh an OGK e-barzh e diriad met ar c’hudennoù hag a denn eus al labour-douar a zo e karg eus ar gouarnamantoù lec’hel e pep broad eus ar vro. Neuze e c’hall gouarnamant Skos berzañ gounit an OGK aes ha didorr.

Ur vro hag he deus c’hoant da chom un tiriad glas ha naet. Hag aon en deus ar gouarnamant e vefe lousaet e zouaroù abalamour d’an OGK hag ivez kemm skeudenn ar vro. A-bouez eo evit gennad ar gounezvouedel hag an evaj hag a dalvez kement ha 20 miliard a euroioù bep bloaz. Ur skouer ouzhpenn eus ar pezh a c’hall degas an emrenerezh pa vez divizet er vro evit mad an dud.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.

9a16688ee85ed3621bf61dca67b1d74eooooooooooooooooooooooo