Accueil / Degemer / À la Une / Enkadenn an divroidi: ar Plaid Cymru a c’halv evit un diskoulm deneloc’h !

Enkadenn an divroidi: ar Plaid Cymru a c’halv evit un diskoulm deneloc’h !

Migrants, lorry, Calais

Bemdez e vez kaoz eus an dra-se er c’heleier, gwelet ha klevet e vez a bep seurt. Bro Frañs a vefe brec’h armet Londrez a-enep an divroidi, lod a lâr e-giz Xavier Bertrand ez eo faot ar Rouantelezh-Unanet ha gourdrouz a ra leuskel anezhe da dremen, feuls e krog da vezañ an darempredoù etre nerzhioù ar polis hag an divroidi,… Met ne vez ket klasket e gwir un diskoulm evit an dud-se hag a dec’h kuit eus kudennoù kalz brasoc’h en o broioù orin. Padal en tu all da Vor Breizh e vez kinniget gant ar Plaid Cymru un diskoulm all, deneloc’h evit ar poblañsoù-se.

Leanne Wood, penn ar strollad kembreat, he deus graet ur galv evit kaout ur respont denel evit diskoulmañ an enkadenn hag a zo e Calais. Politikerezh Cameron a zo taeroc’h-taerañ davet an divroidi. Leanne Wood he deus lâret «ez eo an enkadenn e Calais an disoc’h eus distabilded ar Reter-Kreiz, ret eo d’ar Rouantelezh-Unanet anzav ez eo kiriek evit ul lodenn eus ar pezh a c’hoarvez eno. Evit poent n’eo nemet broioù Su Europa hag o deus ar bec’h war o chouk, o welet miliadoù a dud dic’hoanag treuziñ ar Mor Kreizdouar a-benn tec’hout kuit eus o bro hag o koll o buhez. Ret eo ober un dra bennak bremañ evit ma ne vefe ket gwashoc’h c’hoazh an enkadenn e Calais. Rankout a ra holl stadoù Europa, ar Rouantelezh-Unanet ivez, aozañ bod evit ul lodenn eus ar repuidi e pep bro, e-lec’h leuskel an enkadenn a-gostez ha lezel an traoù da vont war washaat e harzoù ar RU.»

Neuze e kinnig ar Plaid Cymru e vefe kresket ar c’hotaioù evit pep Broad eus ar Rouantelezh-Unanet. Ha kinnig a raint e vefe savet emglevioù etre ar Rouantelezh-Unanet ha broioù evel Italia ha Bro C’hres evit degemer ul lodenn eus ar repuidi a erru war o aodoù. Ar Plaid Cymru a souten kinnigoù evit gwareziñ an dud a dremen Mor Breizh pa vez savet muioc’h-mui a glouedoù.

Kudenn Europa eo ivez pa ne vez ket prederiet a-walc’h e Brusel war ar gudenn-mañ. Ar pezh a c’hoarvez e Calais a zo liammet ouzh ar pezh a c’hoarvez e Lampedusa, ret eo da Europa aozañ ur respont a-vras. Ha n’eo ket gant kinnigoù Xavier Bertrand, leuskel an dud da dremen pa ‘z eo ar Rouantelezh-Unanet kiriek eus ar saviad, pe politikourien vreizhveuriat, kas an arme da Vro Frañs evit sikour ar polis da gas en-dro an divroidi, e vo kavet un diskoulm denel evit ar paourkaezh poblañsoù hag a riskl o buhez evit kaout ur vuhez welloc’h.

 

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.

f856f8ff5f274f37e0abe0d34d86cfa9~~~~~~~~~~~~~~~~~