Accueil / Degemer / À la Une / Un eil referendom dre ret hervez Alex Salmond

Un eil referendom dre ret hervez Alex Salmond

Alex Salmond

 

Hervez Alex Salmond, Maodiern Kentañ kozh Bro Skos e vo eus un eil referendom dre ret diwar-benn an dizalc’hiezh. N’eo nemet un afer a amzer ha pep tra zo e daouarn Nicola Sturgeon hervezañ. Perak e soñj dezhañ e vo eus ar referendom-se ? Tri abeg a zo.

Da gentañ penn n’eo ket bet doujet ouzh ar Vow bet sinet ha touet gant strolladoù pennañ ar Rouantelezh Unanet e-pad ar c’houlzad kabaliñ evit an dizalc’hiezh. N’eo ket bet roet da Skos ar pezh a oa bet prometet. Eil abeg: ar fed e kuitafe ar Rouantelezh Unanet, Unvaniezh Europa, ur referendom hag a c’hallfe bezañ aozet a-benn miz Even 2016 hervez kont, abretoc’h eget ar pezh a oa bet raktreset. Trede abeg: ar savboentoù disheñvel-tre etre an SNP hag ar Virourien diwar-benn ar ruster lakaet e pleustr gante.

Koulskoude e oa bet lâret gant an SNP ha Nicola Sturgeon e miz Mae ne vo ket eus ur referendom all diouzhtu. Met evitañ «n’hon eus ket bet an devo-to-the-max met an austerity-to-the-max hag un diforc’h bras a zo etre Bro Saoz ha Bro Skos diwar-benn ar gevredigezh a fell d’an dud kaout». Abaoe an dilennadegoù diwezhañ emañ an SNP en e greñvañ gant 56 kannad e Westminster. Ha politikerezh ar Virourien a vroud an dizalc’hourien e Skos. Kredabl-bras neuze e teuio buan-tre dodenn an dizalc’hiezh hag abretoc’h eget ar pezh a soñjer.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.