Accueil / Degemer / À la Une / Pep Guardiola war ar renk evit an dizalc’hiezh

Pep Guardiola war ar renk evit an dizalc’hiezh

Pep_Guardiola_2015

 

Brudet-kenañ eo ar gourdoner-mañ e bed ar vell-droad. Bet eo bet gourdoner skipailh Barcelona hag abaoe daou vloaz e c’hourdon skipailh Bayern München. Ur paotr lorc’h ennañ eus e wriziennoù hag a-viskoazh en doa embannet e c’hoant da welet Katalonia dizalc’h.

A-benn ar 27 a viz Gwengolo e vo aozet dilennadegoù ar Generalitats e Bro Spagn. Divizet o doa ar strolladoù dizalc’hour e Katalonia en em unaniñ evit kinnig ul listenn nemetken evit an dizalc’hiezh. Pep Guardiola a vo war ar renk e plas diwezhañ al listenn kenurzhiet gant Convergencia, Esquerra ha kenstrolloù keodedel. N’en deus ket c’hoant bezañ dilennet met c’hoant en deus brudañ an dizalc’hiezh drezañ, e-giz un den brudet er bed a-bezh. Dispaket en doa e soñj «C’hoant am eus da c’hourdonañ ha n’emaon ket e-sell bezañ kannad, met ret eo deoc’h kompren ez eo ur jestr sklaer a souten evit an dizalc’hiezh». Distroet e oa eus München a-ratozh zoken d’an 9 a viz Du diwezhañ evit votiñ ya d’an dizalc’hiezh. Ur souten a-feson evit ar re a-du gant ar mennozh-mañ.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
28a24d9aa98061339311bc5f52f7fdf4////////////