Accueil / Degemer / Thèmes / Bretagne / Anv Florence Arthaud roet da lise ar mor nevez Sant Maloù

Anv Florence Arthaud roet da lise ar mor nevez Sant Maloù

FRANCE:FLORENCE ARTHAUD

 

Kuzul merañ al lise en deus dibabet reiñ anv Florence Arthaud da lise micherel ar mor nevez Sant Maloù, hag a vo digoret e miz Gwengolo a zeu.

Kuzul rannvro Breizh en doa kinniget an anv-se, gant aotre ar familh. Betek-henn n’en doa anv ebet. An diviz-mañ zo bet kemeret evit dougen bri d’ar voraerez a zo anavezet mat e Sant Maloù evit bezañ gounezet Hent ar Rom e 1990. «Un enor bras evit ar Rannvro da enoriñ eñvor Florence Arthaud e-barzh ar savadur-se. Amañ e vez stummet tri c’hant den yaouank bep bloaz e micherioù ar mor, pesketa pe kenwerzh» eme Pierrick Massiot. D’an 2 a viz Gouere eo bet ofisielaet an anv nevez er rannvro. Un doare brav da reiñ enor d’ur vaouez hag a oa tost ouzh Breizh. N’eo ket ur mare mat evit ar voraerien, p’hon eus keloù ebet eus Laurent Bourgnon abaoe ar 24 a viz Even… D’ar 4 a viz Gwengolo e vo graet lid-digeriñ lise ar mor Florence Arthaud.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
271f09665c1d11d2b122429707d40e1f55555555555555555555555555555555