Accueil / Degemer / À la Une / Armor-Lux na wisko ket ken gwazourien Rannvro Breizh

Armor-Lux na wisko ket ken gwazourien Rannvro Breizh

logo_armor-lux_blanc_fond_bleu_0

An embregerezh eus Kemper na wisko ket ken an 3000 gwazour tiriadel evit ar prantad 2015-2020. Un diviz zo bet kemeret gant kuzul Rannvro Breizh e miz Du tremenet. Dibabet ez eus bet un embregerezh eus Lyon anvet Robur evit gwiskañ an holl wazourien. Dipitet bras eo Jean-Guy Le Floch, PDG Armor-Lux.

Dibabet e oa bet an embregerezh Robur evit e goustoù produiñ marc’hadmatoc’h. 30% nebeutoc’h hervez kuzul Rannvro Breizh, 10% hervez Armor-Lux. Fachet eo Jean-Guy Le Floch, en em santout a ra dilezet. Kollet e vo 300 000€ a gengreadur. Meur a abeg a lak anezhañ da vezañ fuloret: an embregerezh Robur a brodu an dilhad gant kotoñs n’eo ket reizh pa ‘n deus lañset Armor-Lux ur filierenn kotoñs reizh e Mali, sikouret gant ar Rannvro ouzhpenn, 700 000€ etre 2008 ha 2013. Ha pa vez graet ur galv da ginnigoù ne c’haller ket lakaat e kaier ar c’hargoù un dezverk douaroniezh. Lu eo un tamm. Kuzul Rannvro Breizh en doa arc’hantaouet Armor-Lux evit krouiñ e filierenn kotoñs reizh met peogwir ne c’haller ket dibab un embregerezh hervez e lec’h orin e vez kemeret plas Armor-Lux gant un embregerezh eus Lyon. N’eo ket spletus evit ar Made in Breizh hag armerzh ar vro…

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
960f8dfb0a9ce5858d4c6acaf9b6acbe~~~~~~~~~~~