Accueil / Degemer / À la Une / Reuz etre gouarnamant Dunedin hag hini Londrez war an energiezhioù nevezadus.

Reuz etre gouarnamant Dunedin hag hini Londrez war an energiezhioù nevezadus.

ecosse-eoliennes-reuters

Memes ma rank gouarnamant Westminster diwall eus e bolitikerezh diwar-benn Bro-Skos goude an dilennadegoù diwezhañ, kudennoù a sav er mare-mañ diwar-benn raktresoù energiezhioù nevezadus e norzh Skos, broudet gant gouarnamant Holyrood. Gouarnamant Cameron a glask laou evit chom a-sav gant ar raktresoù.

Maodiern an Energiezh e Skos, Fergus Ewing, en doa galvet gouarnamant Rouantelezh-Unanet da virout Bro-Skos e-barzh ar c’haozeadennoù diwar-benn ar cheñchamant hin. Mennet-tre eo gouarnamant Dunedin evit diorren an energiezhioù nevezadus. Goulenn a ra ivez ne vefe ket harzet ar souten d’ar raktresoù rodoù-avel a zo e Bro-Skos. A-bouez eo evit an SNP evit daou dra: ober o seizh gwellañ evit an diorren padus hag ivez diorren ur greanterezh lec’hel, postoù labour nevez evit Skosiz.

Hervez Fergus Ewing «Ar rodoù-avel eo ar mod marc’hadmatañ da broduiñ tredan nevezadus er Rouantelezh-Unanet hag a-bouez eo e kendalc’hfemp da souten ar greanterezh pouezus-mañ». Gouarnamant an Tories en doa prometet chom a-sav gant diorren ar rodoù-avel hag adwelet ar steuñvenn evit an energiezhioù nevezadus. Sevel a ra a-enep ar mennozh-se gouarnamant Dunedin. Kaset en doa ul lizher da Amber Rudd, sekretourez-Stad an Energiezh hag ar Cheñchamant Hin, evit klemm eus ar fed n’eo ket bet goulennet savboent gouarnamant Skos. Hervez Fergus Ewing c’hoazh «e vefe gwallus ma vefe an dra gentañ graet gant ar gouarnamant nevez paouez da souten an energiezhioù glas. Hag ur sin fall evit an tabutoù da zont er Broioù Unanet evit skeudenn ar Rouantelezh-Unanet».

Tiez-feurm rodoù-avel a zo gwelet mat gant gouarnamant Dunedin ha soñjal a ra dezhañ ez eo an doare marc’hadmatañ da broduiñ energiezhioù padus ha c’hoant o deus diorren anezhe muioc’h c’hoazh a-benn 2020. Kemer un diviz e Londrez war an energiezhioù nevezadus evit ar Rouantelezh-Unanet a-bezh hep goulenn savboent Skos a c’hallfe stegnañ an darempredoù etre an div vro. Hervez ur vouezh aotreet eus gouarnamant Londrez e vo goulennet gant an holl velestradurezhioù a-raok o savboent. Herveze c’hoazh e vefe trawalc’h a rodoù-avel dija evit tizhout ar pal a 30% a dredan produet gant energiezhioù nevezadus e 2020. Gallout a reer lâret n’eo ket uhelek a-walc’h raktresoù Londrez da geñver ar cheñchamant hin, memes ma vez tizhet o fal e c’hallfent mont pelloc’h c’hoazh e-giz o deus c’hoant ar Skosiz.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
3626d8acfdae34cc38526cc6e30d698aMMMMMMMMMMMMMMMMM