Accueil / Degemer / Thèmes / Bretagne / Stad Roazhon: un anv nevez !

Stad Roazhon: un anv nevez !

800px-Stade_Route_de_Lorient_hermines

Un nebeud cheñchamantoù a vo evit ar c’houlzad a zeu e-barzh ar sportva !

Hag e vo anvet Roazhon Park ! Echu eo gant straed an Oriant. Abaoe un dek devezh bennak en doa roet ar c’hleub ar gwir d’ar wiaderien da votiñ evit an anv nevez. Stade des Hermines a oa bet kinniget ivez. Aet eo ar maout gant Roazhon Park, ouzhpenn 70% eus an dud o doa votet evitañ diwar an 60 000 voter. Un anv brezhonek evit merkañ identelezh ar c’hleub e-barzh hini ar vro, sed aze pal René Ruello, prezidant Stad Roazhon. Un nebeud cheñchamantoù ouzhpenn a vez degaset gantañ evit gwellaat skeudenn ar c’hleub. Evit ar c’houlzad a zeu e vo da skouer sezioù nevez, ruz ha du, e-giz livioù ar c’hleub, e plas ar sezioù gwer, glas ha gris. Brav eo evit ar brezhoneg an anv nevez-se. Gant ar spi e vo distaget mat gant tout an dud ! Ha perak ket lakaat ur panellerezh divyezhek e pep lec’h e-barzh ar sportva.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
95d5963164aca39b93fe77fcae81ed61KKKKKKKKKKKKKKKKKKKKKKKKKKKKK