Accueil / Degemer / À la Une / Brexit: ur referendom hep Europiz

Brexit: ur referendom hep Europiz

drapeaux-britanniques-et-europeens

D’ar Yaou 28 a viz Mae e oa bet embannet ez-ofisiel e vo eus ar referendom er Rouantelezh-Unanet evit divizout hag-eñ e yelo kuit ar vro eus Unvaniezh Europa. David Cameron en doa lâret piv en do ar gwir da votiñ.

A-raok fin 2017 d’an diwezhatañ e vo aozet ur referendom er Rouantelezh-Unanet da geñver e blas en Unvaniezh Europa. Marteze e 2016 zoken. Dilun e oa bet lâret gant gouarnamant David Cameron piv a c’hello votiñ. Diforc’hioù bras a zo e keñver ar referendom a oa bet dalc’het e miz Gwengolo diwezhañ e Bro-Skos. Europiz o chom er vro abaoe nebeutoc’h evit pemzek vloaz ne c’hallint ket votiñ. Tro-dro 1,5 milion a dud a vo forc’het neuze eus ar referendom. Piv a c’hello votiñ neuze: ar geodedourien breizhveuriat, an dud a-orin eus Iwerzhon, Malta, Kiprenez hag ar C’hommonwealth (53 bro). Ar Vreizhveuriz o chom en estrenvro abaoe nebeutoc’h evit pemzek vloaz a c’hello votiñ ivez. Ar re dindan triwec’h vloaz ne c’hallint ket mouezhiañ avat. An doare da aozañ ar referendom e-giz se a sav kudennoù. Da skouer ur c’hannad eus SNP e Holyrood, Christian Allard ur gall, ne c’hallo ket votiñ peogwir e vev abaoe nebeutoc’h evit pemzek vloaz e Skos. Burutellat a ra ar c’horf dilenn bet dibabet gant Cameron a vir outañ da gemer perzh evit pezh a sell ouzh dazont e vro. N’eo ket demokratel peogwir e labour, e pae e dailhoù, e kemer perzh en ekonomiezh ar vro e-giz n’eus forzh piv eno. Padal ne c’hallo ket lâret ger ebet.

Disheñvel-mik eo e keñver ar referendom diwar-benn an dizalc’hiezh e Bro-Skos. Ar bloaz paseet e c’halle votiñ an holl o chom e Skos, Europiz (90 000), Saozon (300 000) en o zouez. Ha ne c’halle ket ar Skosiz e Bro-Saoz pe pelloc’h c’hoazh hen ober. Ar re etre c’hwezek ha triwec’h vloaz a c’halle votiñ. Evit David Cameron, ar pezh a gont da gentañ eo ar vroadelezh he n’eo ket ar gwirvoud. Ouzhpenn-se, mirout ouzh Europiz votiñ evit ur referendom a-zivout Europa zo un tammig fallakr hag a-enep an demokratelezh.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.