Accueil / Degemer / À la Une / Eured evit an holl: Iwerzhon a lâr Ya !

Eured evit an holl: Iwerzhon a lâr Ya !

Eured evit an holl

D’ar Gwener 22 a viz Mae o doa votet Iwerzhoniz da geñver ur referendom evit lâret hag-eñ e oant a-du pe get evit digeriñ an eured d’an heñvelreizhidi. Ouzhpenn 62% eus ar boblañs he doa votet «Yes». Ur souezhadenn evit ur vro ken katolik.

Dont a ra Iwerzhon da vezañ ar vro gentañ er bed a-bezh oc’h ofisielaat an eured evit an holl dre ar referendom. Ur pezh mell araokadenn evit gwirioù an heñvelreizhidi en ur vro e-lec’h ma chom kreñv ar relijion katolik (84% eus an dud zo katoliked). Ha gant un dregantad uhel: 62,1%. N’eus nemet ur bastell-vro e-lec’h ma ne oa ket aet an tu-gounit gante ar «Yes». Ret eo kaout soñj, n’eo nemet e 1993 e oa bet lezennekaet an heñvelrevelezh er vro. Evit Enda Kenny, Ministr Kentañ Iwerzhon, e tiskouez e c’hall Iwerzhoniz bezañ araokaourien evit pezh a sell ouzh ar vuhezegezh. An holl strolladoù politikel a oa a-du gant an eured evit an holl. Abaoe mizioù e veze tabutoù. Un tammig evel ar referendom e Skos e oa bet entanet ar boblañs gant ar gwir a oa bet roet dezhe da zivizout war un dodenn ken a-bouez evit ar gevredigezh. Un tamm muioc’h evit 60% eus an dud o doa votet digwener. Sed aze ur brouenn ouzhpenn, ma ‘z eus ezhomm, eus ar fed e kont reiñ d’an dud ar gwir da zivizout. Ha pa vez roet dezhe e vez implijet. Setu ar gwir zemokratelezh. Hag an disoc’h a zo bet asantet gant ar re a oa a-enep an eured evit an holl. Tout an dud o doa lâret he doa embannet ar boblañs he c’hoant. Ha n’eus netra da lâret war an dra-se.

Diskouez a ra ivez ec’h emdro ar gevredigezh iwerzhonat. Memes ma chom katoliked an dud, o mod da vevañ a zo disheñvel. Nebeutoc’h-nebeutañ a dud o vont d’an ilizoù ha levezon an Iliz a ya war zigreskaat. Aferioù maboriadezh a vez diskoachet muioc’h-mui ha ne sikour ket evit gwellaat skeudenn an Iliz. Embannet he deus e oa ret dezhi prederiañ war ar pezh a ra anezhi. Arc’heskob Dulenn, Diarmuid Martin, en doa lâret e oa ret d’an Iliz digeriñ an daoulagad. Lâret en doa ne oa ket bet komprenet an eured evit an holl gant izili an Iliz. Laouen e oa zoken evit an heñvelreizhidi o soñjal e pebezh stad levenez e oant goude ar referendom. Komzoù souezhus met ur sin vat eo. Daoust da se e chom sujedoù diaes d’ober gante, c’hoazh hiziv an deiz. An diforc’hidigezh a zo difennet atav. Met piv a oar penaos e vo a-benn ugent vloaz !

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.