Accueil / Degemer / Lieu / International / Israel – Palestina, krogad ar peoc’h ?

Israel – Palestina, krogad ar peoc’h ?

israel-palestine-small

Benjamin Netanyahu a vefe prest da leuskel skipailh mell-droad e vro da c’hoari a-enep ur skipailh eus Palestina hervez Sepp Blatter, prezidant ar FIFA. Ur c’hrogad evit ar peoc’h.

Prezidant ar FIFA a oa deuet dimeurzh paseet en Israel evit kaozeal eus diorren ar vell-droad e Palestina. Netanyahu en doa lâret e vefe prest da sikour evit diorren ar sport-se ha kemer perzh zoken en ur genstriverezh a-enep Palestina «warc’hoazh, an deiz goude warc’hoazh, a-benn un nebeud mizioù, a-benn bloaz» eme Sepp Blatter. Ar c’hrogad a vefe aozet gant ar FIFA ha c’hoariet e Zurich. Lâret en defe Netanyahu e teufe da welet ar c’hrogad ha stardañ dornioù an holl c’hoarierien. Ur c’hrogad evit ar peoc’h ? E memes koulz e vez kaoz eus sevel savadurioù nevez e Reter-Jeruzalem evit an trevadenniñ, difenn ouzh Palestiniz kemer ar memes kirri-boutin hag Israeliz (memes ma seblant kilañ gouarnamant Israel war an dra-se) hag eo bet distrujet Gaza n’eus ket pell ‘zo. Ar sport en deus galloudoù dreist-ordinal a-wechoù evit bodañ pe bodañ en-dro kumuniezhoù disheñvel (e-giz en Alamagn goude an adunanidigezh) met a-dra sur e ranko ober muioc’h gouarnamant Israel evit lakaat ar peoc’h etre an div bobl eget ur c’hrogad mell-droad.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
3f9becbd92be84fcd447c88e7df1dbac%%%%%%%%%%%%%%%%