Accueil / Degemer / À la Une / Fin al Labour e Bro-Skos ?

Fin al Labour e Bro-Skos ?

panda2 Al Labour zo en arvar e Bro-Skos… evel ar pandaed !

Dʼar 7 a viz Mae e vo votet er Rouantelezh-Unanet evit ar General Election evit Parlamant Westminster. Un darvoud istorel e vo rak evit ar wech kentañ ne cʼhallo ket nag al Labour nag ar Virourien ren o-unan. Perak ʼta ? Abalamour da strolladoù bihanocʼh (SNP, Plaid Cymru, Ar re Cʼhlas, UKIP,…) hag a ra o reuz e politikerezh ar vro. Hag e Bro-Skos eo an SNP hag a seblant tapout hogos an holl sezioù hervez ar sontadegoù diwezhañ.

Ar farsadenn hag a vez lâret alies e Bro-Skos gant stourmerien an SNP eo ar fed ez eus « muiocʼh a bandaed e zoo Dunedin (2 banda) evit kannaded Mirourien o tont eus Skos e Parlamant Westminster (unan) ». Hag-eñ e cʼhallint lâret a-benn ar 7 a viz Mae ez eus kement a gannaded eus al Labour hag ar Virourien eus Skos e Parlamant Westminster hag ez eus pandaed e zoo Dunedin ? Ur sontadeg nevez (TNS 28/04/15) a zo e zisocʼh e vefe ur cʼhannad hepken eus al Labour goude an dilennadegoù e Skos : Willie Bain evit ar bastell-vro Biz Glascʼho. Diwar an 59 sez a zo evit Skos, 57 a yafe gant an SNP. Ur sontadeg all (Ipsos-MORI evit STV 29/04/15) a lâr e yafe an holl sezioù gant an SNP. Skosiz nʼo deus ket disoñjet na komprenet emzalcʼh al Labour e-pad ar cʼhoulzad kabaliñ evit an dizalcʼhiezh. Hag ur bern voterien eus al Labour o doa bet ar santimant da vezañ lonket silioù o welet o strollad asambles gant ar Virourien hep tamm diviz na preder disheñvel. Ha miret o deus greunenn ouzh ar strollad.

Ur gudenn vras eo evit Ed Miliband. A-viskoazh en doa bet ezhomm al Labour eus votoù Skos evit gounit an dilennadegoù. Hag ar wech-mañ e seblant ne cʼhallo ket rastellat ar muianiver. Nicola Sturgeon he deus kinniget dija da Ed Miliband sevel un emglev evit ren ar vro. Nacʼhet en deus kerkent ar mennozh-mañ. Met daoust hag-eñ en do ar choaz ? Daoust dʼan SNP bezañ dizalcʼhour, e vennozhioù war ar gevredigezh, muiocʼh sokial, muiocʼh gwarezer, a blij dʼan dud e su Moger Hadrian ivez.

Ur sapre taol e vefe evit al Labour ma ne chom kannad ebet e Skos. Ret eo menegiñ memestra e chom un drederenn eus Skosiz etre daou soñj cʼhoazh. Met ar pezh a zo sur eo e yelo an tu-gounit gant an SNP e Skos. Un darvoud istorel eo er Rouantelezh-Unanet rak fin an daoustrolladegezh e vo moarvat. Siwazh er Frañs ne vez komzet nemeur eus an dra-se. Ar cʼhazetennoù a gav plijusocʼh kaozeal eus ar babig roueel nevez…

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.

7e0508e71cdd955d0ac544bc44203170RRRRRRRRRRRRRRRRRR